Sunday, 9 September 2012

Badlabecques : ur strollad jerziad o kanañ e Normaneg

7seizh rapporte (en Bréton):
Badlabecques : ur strollad jerziad o kanañ e Normaneg

War enez-Jerze n’eo ket dister stad ar yezh Normanek, pell alese. Ofis an Normaneg enez-Jerze, panelloù e Jerzeg, kentelioù e Jerzeg er skolioù, ober ar ra gouarnamant Jerze e seizh gwellañ evit gwareziñ ha savetein ar yezh.

Hervez ar sondadegoù diwezhañ eo 12% eus an dud a oar Jerzieg. Ha n’eo ket ur rall klevout kanerion ar vro o kanañ e Jerzieg. E-touesk ar strolladoù nevez : «Badlabecques» (ar «valbotourion») a c’hellfe mont pelloc’h evit an enezenn, ken talantet m’emañ eñ.

Awanet kement gant ar tonioù pop, muzik ar vro, latino peotramant muzik elektronek, Badlabecques zo daet a-benn da lakaat ar yezh normanek àr tonioù a-vremañ. Ha n’eo ket fall tamm ebet ! Bout m’eo nevez-nevez ar strollad (e miz Gouere diwezhañ o deus sonet evit ar wech kentañ da geñver ar Folklore Festival eus Jerze) ha savet diàr intrudu Ofis ar Jerzeg (!) n’eo ket c’hoarellourion anezhe. (...)

Begon zo gant ar strolladoù muzik o kanañ e Normaneg e gwirionez. Magene, Clameur de Haro, Mait’ Gires, les Mâodits Maunchots peotramant Les Varous ha bremañ Badlabecques a zo anezhe strolladoù a glask nevesaat skeudenn ar yezh Normanek.

No comments: